Tud daou spered


Dizemglev war an dermenadurezh

An nevezc'herioù a zo implijet er pennad-mañ a zo bet krouet a-ratozh-kaer.
Ne vezont ket kavet er geriadurioù ordinal peurvuiañ eta, pe, a-wechoù dre abeg teknikel pe abeg resis, ne glot ket an termenadur anezho gant an termenadur boutin.


An termen tud daou spered a ra dave da dud an trede rev e meur a sevenadur eus norzh Amerika (Kanada ha Stadoù-Unanet dreist-holl).

Ez-hengounel e veze implijet hervez kredennoù ar meuriad-mañ'r-meuriad evit lâret e veve en un den bennak daou spered pe ene, unan gourel hag unan benel. Amprestet eo bet an termen hiziv ivez evit ober dave da dud LGBT hag etrereizhel hag a orin indian gante o-unan.

Implijet e vez hiziv an termen tud daou spered kentoc'h evit an termen deuet da vezañ negativel hag a veze implijet a-gent gant Europiz evit kaozeal eus seurt tud "berdache" (diwar ar galleg bardache, savet d'e dro diwar ar perseg bardaj pe barah "gast (paotr)"). Implijet e oa an termen "daou spered" (saozneg: "two-spirit", savet diwar an ojibweg: niizh manitoag, "daou spered") evit ar wezh kentañ e Winnipeg (Kanada) e 1990 da geñver trede emgav etremeuriadel gae ha lesbian pobloù orin Amerika.

An dud daou spered a wisk ur meskaj dilhad evit diskwel int paotred ha merc'hed war un dro gant un identelezh (pe stad-den) revel resis disheñvel diouzh tud all ar meuriad ha c'hoari a reont ur rol arbennik er gevredigezh, da skouer ober war-dro ar re glañv hag ivez ar re varv, kontañ ar mojennoù, kanañ ha dañsal, rakwelet an dazont hag all.

E meuriadoù zo e veze lakaet dud daou spered e korf ur vaouez da benn ar meuriad ha leusket e vezent da hemolc'hin, da besketa pe nouspet tra a veze graet ez-hengounel gant ar c'houred.

Daoust ma vez kavet tud daou spered e kalz a veuriadoù pobloù-orin eus Amerika ne oa ket bet anezhe en holl gwitibunan, da skouer ar Gomanched, an Eyaked hag an Irokwoyed hag ivez an Apacheed (estreget meuriadoù apacheed resis evel al Lipaned, pe ar Veskaleroed).

Levezonet e oa bet hogozig holl pobloù-orin Amerika gant an dismegañs ouzh an dud heñvelrevel bet degaset gant Europiz, met donoc'h e oa bet levezonet meuriadoù zo evit reoù all, dreist-holl an Apacheed.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search